
Romuleon, Benvenuto Rambaldi, BnF fr. 367, f°56v
Embannadurioù KEBK (UR4451 Skol Veur Breizh Izel hag UAR3554 UBO/CNRS) a vez embannet bep bloaz ur 5 levr bennak ha teir c’helaouenn ganto :
- Aremorica. Studioù diwar-benn Kornôg Gallia roman, a c’heller lenn war Persée ;
- La Bretagne linguistique, a c’heller lenn war OpenEdition Journals, gant daveennoù DOAJ ha re Sherpa Romeo, skoazellet gant an InSHS (2023-2025) ;
- Studia Celto-Slavica series, a c’heller lenn war lec’hienn an Ulster University.
Liesdanvez eo o folitikerezh embann, ma c’heller gwelout skiantoù mabden (an istor, an arkeologiezh, istor an arzoù, an etnologiezh, ar yezhoniezh, ar sosiologiezh) o kejañ gant ar studioù lennegel, kement-mañ a-benn dielfennañ ar c’hevredigezhioù e Breizh hag er broioù keltiek all, dindan meur a sklerijenn. Ouzhpenn-se ez eus proadurioù o tegas preder diwar-benn traoù a vez studiet gant an area studies, gant daou sell liammet kenetrezo, an eil diakronikel, egile o klask komparajiñ.